Bloavezh mat ha di drubuilh➣ Bonne année et une maison sans troubles.
Kalz a vleunioù da gutuilh !➣ Beaucoup de fleurs à cueillir.
Hetiñ a ran deoc'h ur tan-koad mat e goañv➣ Je vous souhaite un bon feu de bois en hiver.
Hag ur heol bras en hañv!➣ Et un beau soleil en été.
Hetiñ a ran deoc'h chom hep gwelet ar medisin➣ Je vous souhaite de ne pas voir le médecin.
Met kentoc'h ur furlukin !➣ mais plutôt un clown.
Klotañ (a glot)➣ rimer
Lidañ➣ souhaiter
Souetañ➣ souhaiter
deiz a bloaz➣ premier de l'an
Trubuilh➣ trouble, ennui
Kutuilh➣ cueillir
chom hep➣ sans
Klañvour➣ patient d'un médecin
d'am (da ma)➣ à me; mon, mes
d'az (da da)➣ à tes parents
d'ho tud➣ à vos parents
d'am zud➣ à mes parents
Gant ma...➣ pourvu que...
ra vo..➣ que soit...
Gouzañvour(er)➣ patient d'un médecin
nompas➣ non pas
b :
a : 'Peus ket c'hoant da zont da besketa ganin war ma jonkenn ? b : Geo, met aon 'meump da dapout kleñved ar mor... a : 'Peus ket ezhomm da gaout aon. Kalm-gwenn 'vo 'pad an deiz. b : Sur out ? a : Ya, ya, selaouet 'm eus ar c'heleier, amzer sioul zo prometet. b : Ma' lârez... Met ret eo dimp chaokat un dra bennak 'raok... a : N'eus ket amzer, pignit 'ba'r bourzh ! Moaien 'vo da zebriñ war vor leizh a draoù lipous 'm eus da derriñ ho naon. a : N'hoc'h eus ket c'hoant da zont da besketa ganin war ma jonkenn ? b : Eo, met aon hon eus da dapout kleñved ar mor... a : N'hoc'h eus ket ezhomm da gaout aon. Kalm-gwenn e vo e-pad an deiz. b : Sur out ? a : Ya, ya, selaouet em eus ar c'heleier, amzer sioul zo prometet. b : Mar lavarez... Met ret eo dimp chaokat un dra bennak a-raok... a : N'eus ket amzer, pignit er bourzh ! Moaien a vo da zebriñ war vor leizh a draoù lipous am eus da derriñ ho naon. Pourmen➣ se promener Kuzhat➣ (se) cacher Riklañ➣ glisser Mervel➣ mourir Moaien➣ moyen Degas➣ apporter Butun➣ (du) tabac Alumetez➣ (des) allumettes Pesketa➣ pêcher Jonkenn° (où)➣ jonque (s) Kleñved➣ maladie, mal Kalm-gwenn➣ calme plat (mer) Keleier➣ informations Sioul➣ calme Chaoakat➣ mâcher, "bouffer" Pignat➣ monter Er bourzh➣ à bord (bâteau) Leizh a➣ plein de (...) Lipous➣ alléchant Enoeiñ➣ (s)ennuyer Bazailhat➣ bailler Kraou➣ étable, crèche, écurie Bountañ➣ pousser Poull-riklañ➣ patinoire aon rak➣ peur de... Lêrenn➣ laisse de cuir, cuir 1• Elle a peur d'oublier mon nom.➣ Aon he deus da ankouaat ma anv. 2• Vous n'avez pas envie de rester ici ?➣ N'hoc'h eus ket c'hoant da chom amañ ? 3• Il n'y aura pas moyen de dormir à cause du bruit➣ Ne vo ket moaien da gousket gant an trouz. 4• Je n'ai pas peur de te dire ce que je pense.➣ N'em eus ket aon da lâret dit ar pezh a sonjañ. 5• Nous n'avons pas envie de regarder la mer.➣ N'hon eus ket c'hoant da sellout ouzh ar mor. C'hoant am eus da veajiñ ha d'ober tro ar bed.➣ Ezhomm am eus da gaout kalz arc'hant. C'hoant he deus da skrivañ ul levr.➣ Ezhomm he deus da gavout awen. C'hoant en deus da zebriñ.➣ Ezhomm en deus da fardañ boued. C'hoant hon eus da brenañ dilhad.➣ Ezhomm hon eus da dennañ bilhidi-bank. C'hoant am eus da aveliñ ma fenn.➣ Ezhomm am eus da vale war an aod. C'hoant hoc'h eus da vleniañ !➣ Ezhomm hoc'h eus da dremen e aotre-bleniañ. C'hoant hon eus da gomz brezhoneg flour.➣ Ezhomm hon eus da zeskiñ mat. C'hoant o deus da redek.➣ Ezhomm o deus da wiskañ o botoù-sport. C'hoant ac'h eus da zañsal dansoù eus bro-Iwerzhon.➣ Ezhomm ac'h eus da vont da vro-Iwerzhon. Aet int d'ar strad,➣ Ils sont allés au fond. Ar breur, ar gwaz, ar mab, an tad.➣ Le frère, le mari, le fils, le père. Douget ar samm➣ Le fardeau est porté par Ga'r c'hoar, ar wreg, ar verc'h, ar vamm.➣ La soeur, la femme, la fille, la mère. Baling, balaoñ, baling, balaoñ➣ Baling, balaoñ, baling, balaoñ Baling, balaoñ, ma mamm 'zo klañv.➣ Baling, balaoñ, ma mère est malade. Baling, balaoñ, baling, balaoñ➣ Baling, balaoñ, baling, balaoñ Baling, balaoñ, ma bro 'zo klañv.➣ Baling, balaoñ, mon pays est malade. Aet eo ar plac'h,➣ La fille est partie, He c'hoef war he fenn, ur bed en he sac'h.➣ Sa coiffe sur la tête, un monde dans son sac. Diskennet eo don, don➣ Elle est descendue bien bas, Da zont da vout matezh, gast pe itron.➣ Pour devenir bonne, putain ou dame. Aet int d'ar brezel,➣ Ils sont allés à la guerre Poket d'ur skeudenn just a-raok mervel.➣ Ont embrassé une photo juste avant de mourir. Pet er bed, pet 'zo bet o stouiñ o fenn➣ Combien au monde, combien ont baissé la tête Ha kollet ganto o enor, o gwad trapenn 'oant re seven ?➣ Et perdu leur honneur, leur sang parce qu'ils étaient trop polis ? Aet int d'ar vourc'h,➣ Ils sont allés à la ville. Da zeski én gerioù an estren 'lâre dezhe 'oant moc'h.➣ Pour apprendre les mots de l'étranger qui leur disait qu'ils étaient des cochons. Fur int bet, sentus, rostet ga'r vezh,➣ Ils ont été sages, obéissants, cuits de honte, Ken neusont lonket, dislonket, kac'het o yezh.➣ Si bien qu'ils ont avalé, vomi et chié leur langue. Aet int d'ar vourc'h,➣ Ils sont allés à la ville. Da lipat revr an estren 'lâre dezhe 'oant kaoc'h.➣ Pour lécher le cul de l'étranger qui leur disait qu'ils étaient de la merde. Cheñchet dilhad, cheñchet genoù,➣ Ils ont changé de vêtements, changé de bouche, Ha fier-ruz da zougen an triliv.➣ Et sont fiers comme des coqs de porter le drapeau tricolore. Bugale Breizh 'zo kouket moñs,➣ Les enfants de la Bretagne dorment à poings fermés, Ga' piv an diaoul 'int bet sanket ba'r foñs ?.➣ Qui diable les fait sombrer au fond ? War ar c'houc'h, leizh a roudoù 'zo,➣ Sur la coque, il y a beaucoup de marques, Met ar re vras 'zo kreñv, den tra ne lâro.➣ Mais les grands sont forts, personne ne dira rien. Met ar re vras 'zo kreñv, den grik ne ranno.➣ Mais les grands sont forts, personne ne pipera mot. Etre an daou vrezel, er bloaz 1923, e oa bet krouet luskad arzel Ar Seiz Breur gant ur strollad arzourien a Vreizh a oa bet divodet e 1947. Gant ul luskad all e oa bet awenet, hini an Arzoù kinklañ,
hag en hevelep tro gant hini an Arts & Crafts eus Breizh-veur, ha gant hini ar "Bauhaus" alaman, eo bet toullet an hent war-zu ur gened a-vremañ a gas war-raok yezh ha sevenadur ar vro.
Pa oa ar strollad en e barr e oa bet betek un tri-ugent arzour bennak ennañ (tisavourien, broderien, poderien-pri,
ebenourien, engraverien, livourien, kizellerien, ha kement zo...). E-touez ar re anavezetañ, Jeanne Malivel, Reun Kreston, Suzanne Candré-K.reston, Zavier Langleiz,
James Bouillé, Robert Micheau Vernez, Jorj Robin, Per Peron ha Joseph Savina. Jeanne Malivel (1895-1926), a oa kelennerez e skol an Arzoù-kaer e Roazhon,
ouzhpenn bezañ engraverez ha kinklerez, a roas al lañs d'al luskad, gant Kreston hag e wreg, ha deuet e oa anv ar "Seiz Breur" diwar anv ur gontadenn bet klevet ganti en he yaouankiz.
Divizet e oa bet gant ar Seiz Breur kenlabourat evit sevel un arz breizhek arnevez a rafe al liamm etre ar gwellañ eus an hengoun hag eus redioù ar vuhez a-vremañ. "Mont a ra luskad ar Seiz Breur a-enep d'ur skeudenn diamzeret eus o bro, gwallgaset m'eo bet gant
an touristelezh en deus implijet arouezioù dismegañsus ha folklorajoù evit e daolenniñ." Evit diazezerien al luskad e ranke an arz breizhet bezañ "eztaol buhez hec'h ene", da lâret
eo chom diouzh ar mare, ha n'eo ket ur c'hatalog oberennoù kozh. Gant ar Seiz Breur e veze lakaet war-raok liested an danvezioù hag an teknikoù, ha broudañ a raent implij danvezioù pe teknikoù nevez.
Lakaet o doa da dalvezout meur a vod skignañ o labour : adalek al levrioù hag ar c'hartenoù-post
en ur dremen dre an timbroù, an deiziataerioù, ar bravigoù, an arrebeuri, an torchennoù brodet, an tasoù pe ar skritelloù. a-enep (da)➣ contre arnevez➣ moderne arouez➣ signe, marque, symbole broudañ➣ aiguilloner, pousser, encourager awenet➣ inspiré diamzeret➣ démodé diazezerien➣ fondateurs diouzh ar mare➣ de son temps, à la mode dismegañsus➣ méprisant divizout➣ décider, converser divodet➣ dissous en e barr➣ au complet eztaol➣ expression, extériorisation gened (ur)➣ une beauté, une esthétique gwallgaset➣ malmené hengoun➣ tradition kas war-raok➣ pousser en avant kinklañ➣ décorer, décoratif liested➣ variété, multiplicité luskad➣ élan, mouvement artistique rankout➣ devoir, être obligé redi(où)➣ contrainte(s) skignañ➣ disperser, répandre, propager skritell(où)➣ affiche(s) taolenniñ➣ faire un tableau de, représenter toullañ➣ creuser
Ar Seiz Breur est un mouvement artistique de l’entre-deux guerres, créé en 1923, par un groupe d’artistes bretons, avant d’être dissous en 1947.
Ce mouvement, inspiré par le courant des Arts décoratifs, contemporain des Arts&Crafts en Angleterre et du Bauhaus allemand,
a posé les jalons d’une esthétique contemporaine mettant en avant la culture et la langue bretonne.
Le groupe comptait en tout une soixantaine d’artistes (architectes, brodeurs, céramistes, ébénistes, graveurs, peintres, sculpteurs etc.).
Les plus connus sont Jeanne Malivel, René-Yves Creston, Suzanne Candré-Creston, Xavier de Langlais, James Bouillé, Jorj Robin, Pierre Péron et Joseph Savina.
C’est Jeanne Malivel (1895-1926), professeure à l’école des Beaux-arts de Rennes, graveuse et décoratrice, qui initia le mouvement,
dont le nom lui fut inspiré par un conte de son enfance « Les sept frères ».
Elle fut rejointe par l’architecte James Bouillé et le peintre et graveur René-Yves Creston.
Ces trois jeunes Bretons, artistes en arts décoratifs, se rencontrent en 1923 au pardon du Folgoët et décident d’œuvrer ensemble à la création d’un art breton moderne,
alliant le meilleur de la tradition aux nécessités contemporaines. Geriaoueg Oulpan2 Kentel 23
Lakaat e brezhonneg - Lakaat e galleg (2 pajenn 96)
Petra ho peus c'hoant d'ober ? Ezhomm ho peus d'ober petra ?
Bugale Breizh, Testenn Nolwenn Korbell
Ar seiz breur, 1923-1947 (extrait : www.pevarzek.bzh)
« Les 'Seiz breur' rejettent une vision surannée de la Bretagne, déformée par le tourisme, à grand renfort de 'biniouseries' , de kitsch et de folklore. »
Pour les trois créateurs de Seiz Breur, l’art breton doit être « l’expression de son âme vivante », c’est-à-dire en phase avec son époque,
et non un catalogue d’œuvres anciennes. Les Seiz Breur mettent en avant la pluralité des disciplines et des techniques,
et encouragent l’utilisation de matériaux nouveaux.
Ils mettent en œuvre différents modes de diffusion : du livre à la carte postale, en passant par le timbre, le calendrier, le bijou,
le meuble, le coussin brodé, la tasse à café ou l’affiche.